Brezhoneg ’barzh skolaj bro an Aberioù !

Ur raktres divyezhekaat ar skolaj a zo war stern : kinniget zo bet un nebeut mennozhioù gant rener ar skolaj, Aotroù Cornillet ha lakaet int bet e-pleustr gant ar c’helenner war ar brezhoneg, Aotroù Nedeleg hag an Aotroù Josso, kelenner war an istor e brezhoneg. Klasadoù divyezhek (3de klas) a zo o labourat start war ar raktres : youl hag entan a zo gante da grouiñ panelloù o tivyezhekaat lec’hioù pouezus ar skolaj ! Tan dezhi !B-)

Documents à télécharger