Pannelerezh divyezhek e skolaj bro an Aberioù

Ar sizhun tremenet ec’h eus bet staliet evit ar wech kentañ, panelloù divyezhek e skolaj bro an Aberioù Lanniliz. Ur rann divyezhek e-mesk ar re vrasañ e Breizh eo hini Lanniliz dre ma vez ouzhpenn 15 % eus hollad e skolidi enskrivet er rann-se.

En abeg d’an dra-mañ ec’h eo diwanet raktres divyezhekaat pep sal ar skolaj diwar mennozh hag intrudu rener ar skolaj, Aotroù Gilles Cornillet ha Yoann An Nedeleg, kelenner war ar brezhoneg eno.

Sikouret int bet kalzig er raktres-mañ gant Christophe Josso, kelenner war an istor-geografiezh e brezhoneg. “Fellout a rae deomp-ni labourat gant an dredeidi hag ivez ar c’hwerveidi, liveoù ken disheñvel dre an oad pe ar sell o deus war ar skolaj. Ul labour troet war dizoloadenn ar savadur e brezhoneg eo bet hogen ul labour troidigezh spis ne laran ket. Un taol sikour on eus bet gant Fulub Jakez ha Thelo Mell eus Ofis ar brezhoneg ha trugarekaat a reomp anezhe evit o alioù treiñ” eme Yoann. “Da c’houde al labour-se, o deus an dredeidi kinniget lakaat da zizoleiñ ar skolaj d’ar c’hwerveidi e brezhoneg evel-just rak a-bouez e oa diskwel d’ar re yaouankañ e c’haller daremprediñ gant skolajidi divyezhek all en hor yezh. Bevañ e brezhoneg ha kaout plijadur er yezh-se a zo e-mesk hor falioù a fell deomp tizhout amañ” a ouzhpennas eñ.

“Koul” e oa !

Ouzhpenn kaout panelloù divyezhek e pep sal (kavout a reer zoken panelloù er preti diwar-benn ar boued zoken) e vez minibus ar skolaj e divyezhek. El levraoueg, ec’h eus bet troet kement tra a servijfe d’ar vrezhonegerien yaouank da vont war-raok gant o labour : ar panelloù a-dra-sur hogen n’eo ket an dra-nemetañ.

koumantet ‘vimp dizale d’ar gazetenn YA ! ha d’ar gelaouenn Louarnig. Lakaet ec’h eus bet zoken ar miz-mañ e korn an nevezintioù al levraoueg levrioù e brezhoneg tra ken da vroudañ ar skolajidi da lenn.

“Pep hini a rank kavout e lod er skolaj-mañ a-benn bezañ en e vleud” a ouzhpennas rener ar skolaj. Degemeret mat eo bet an nevezinti-mañ neuze e-mesk ar skolajidi : lod hag a oar brezhoneg a zesk penaos distagañ lec’h-mañ-lec’h pe sal-mañ-sal d’o c’hamaraded nann-vrezhonegerien, desachet ha kavailhet zoken gant ar panelloù nevez. “Koul e oa dont a-benn d’ober an dra-se. Gellet on eus lakaat da anaoud ar pezh on eus graet d’hor c’hamaraded” eme Bastien, skolajiad 3de klas. Un endro divyezhek a aesa hol labour deomp-ni dre ma vezomp atav o klask lakaat anezhe da gemer emskiant ec’h eo ar brezhoneg ur yezh vev a c’hellont implijout etrezont ha n’eo ket ur yezh a vezont o komz er skol hepken. « Bevañ en un endro divyezhek war ar pemdeiz a dalv ivez bezañ asur, frealzet ha kendrec’het gant ar yezh a gomzer » eme ar c’helenner yaouank.

Pannelerezh divyezhek e skolaj bro an Aberioù